Klakenniñ diwar-benn keloù ar bed http://kerlouzou.nireblog.com Fri, 06 Nov 2009 05:58:08 +0100 Klakenniñ diwar-benn keloù ar bed http://static.nireblog.com/imagenes/logo.png http://kerlouzou.nireblog.com http://nireblog.com ne vezit ket dipitet gant Jean-Luc Mélenchon http://kerlouzou.nireblog.com/post/2008/06/28/ne-vezit-ket-dipitet-gant-jean-luc-melenchon http://kerlouzou.nireblog.com/post/2008/06/28/ne-vezit-ket-dipitet-gant-jean-luc-melenchon Ne vezit ket dipitet gant Jean-Luc Mélenchon

Hemañ a vev war an enezenn vras (Ile de France eo he añv) ha warni ez eus ur palez (Palais du Luxembourg eo e añv) hag e-barzh ar palez-se e vez komzet ur yezh hepken.

 Neuze ne c'hall ket JLM prederiañ en ur mod all.
Ma vije bet savet Palez al Luxembourg e kreizh Breizh pe en ur c'horn-vro all bennak  e c'hallje JLM lavarout traoù-all med n'eo ket possubl evitañ.Evel pep hini ac'hanomp , n'en deus ket dibabet nag e familh ,nag e doull-ganedigezh. 

marmous 

Comments

]]>
Sat, 28 Jun 2008 17:46:24 +0100
ne vezit ket dipitet gant ar Senat http://kerlouzou.nireblog.com/post/2008/06/25/ne-vezit-ket-dipitet-gant-ar-senat http://kerlouzou.nireblog.com/post/2008/06/25/ne-vezit-ket-dipitet-gant-ar-senat Piv en deus kredet tro war dro e vije bet ar Senat a-du evit cheñch ar vonreizh ha lakaat ar yezhoù rannvroel er pennad kentañ ouzhpenn ?
Ben me da skouer , ur penn-leue eveldon, goude ar gaoz er Vodadeg Vroadel d'an 7 a viz mae hag e oa ur sort burzhud dijà. E-pad teir munutenn e teuas an dour d'am daoulagad.
Pegen yac'hus e vije bet evit spered an dud a ra war dro ar rannyehzoù: ar re Oc hag ar re Oïl ; ar re bell deus ar galleg hag ar re bell deus ar vamm-vro.
Daoust hag eñ e vije bet disheñvel ma vije bet lakaet ar pennad e fin ar vonreizh ? Tamm 'bet.
Ar Senat ne labour ket evit minorelezhioù met evit ar bobl a-bezh. Anat eo .

marmous. 

Comments

]]>
Wed, 25 Jun 2008 18:15:57 +0100
Salut deoc'h holl http://kerlouzou.nireblog.com/post/2008/06/23/salut-deoch-holl http://kerlouzou.nireblog.com/post/2008/06/23/salut-deoch-holl Ne oa ket bet ken aes da zigoriñ ur blog evidon. Evit skrivañ petra ? Ne vije ket bet kalz aesoc'h e galleg ? C'hoant 'm boa ur gwir c'hoant da vezañ anavezet dre ar bed ?.Pas re e wirionez. Neuze ? 

Pal 1: Ober gant ar brezhoneg (gant nebeut a fazioù evel just)

Pal 2: Gwellaat ma zoare-skrivañ (lenn pennadoù ar re all a zo brav met...)

Pal 3:Deskiñ traoù nevez dre furchadennoù 'barzh kazettennoù , geriadurioù hag all

Pal 4: Dispign nebeutoc'h a arc'hant (rak digoust eo)

A-benn ar fin e wellan an afer evel ur boelladenn evit bezañ barrekoc'h . Ha labour zo !

Trugarez da skipailh NIREBLOG evit ar servij kinniget !!

  

Comments

]]>
Mon, 23 Jun 2008 17:22:29 +0100